Pompeius Trogus
Neuz
Pompeius Trogus, pe Cneius Pompeius Trogus, zo un istorour galian-roman, ganet e Vaison-la-Romaine, en amzer an impalaer roman Augustus. Sevel a reas ur pikol istor, a zo bet deverret gant Justinus.
Kentañ istorour galian-roman
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Galian e oa, eus pobl ar Vocontii, ha war un dro keodedour roman, dre ma oa bet roet ar geodedelezh en amzer Pompeius en Narbonensis.
Levezonet e oa gant ar sevenadur hellazek skignet gant Massilia (Marseille). Sevel a reas un istor eus bed ar reter, anvet Historiæ philippicæ (istorioù filipek), en 44 levr, diwar labour an istorourien c'hresian eus ar marevezh hellenistek. Echuiñ a rae en amzer Augustus.